Alexis de Tocqueville | |
---|---|
Alexis de Tocqueville. Eoulliverezh gant Théodore Chassériau, Kastell Versailhez, 1850. | |
Ganedigezh | 29 a viz gouere 1805 |
Marv | 16 a viz ebrel 1856 |
Anv ganedigezh | Alexis-Charles-Henri Clérel de Tocqueville |
Bro | Frañs |
Familh | |
Tad | Hervé Clérel de Tocqueville |
Mamm | Louise Le Peletier de Rosanbo |
Breuder | Hippolyte Clérel de Tocqueville, Édouard de Tocqueville |
Gwreg | Mary Mottley Tocqueville |
Oberennoù pennañ | |
Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika, Ar Renad Kozh hag an Dispac'h | |
Alexis-Charles-Henri Clérel, beskont a dTocqueville (29 a viz gouere 1805 e Pariz – 16 a viz ebrel 1859 e Cannes), lesanvet alies Alexis de Tocqueville, a oa un diplomat, ur prederour ha skiantour ar politikerezh, hag un istorour eus ar vrientinelezh c’hall. Brudet eo ar vuiañ evit e oberennoù Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika (daou damm, embannet evit ar wech kentañ e 1835 ha 1840) hag Ar Renad Kozh hag an Dispac'h (1856). Enno, studial a ra stad sokial tud ar kevredigezhioù kornog hag o liammadennoù e-keñver an ekonomiezh hag ar gouarnamant. Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika a oa bet embannet war-lerc'h e veajoù er Stadoù-Unanet, ha chom a ra un oberenn pouezus ar sosiologiezh hag ar skiantoù politikerezh.
Kemeret en deus prezh ivez e buhez politikerezh Bro-C'hall, e-pad Monarkiezh Gouere d’ar c’hentañ (1830 – 1848), hag e-pad an Eil Republik (1849 – 1851) goude-se. Dilezel a reas ar vuhez bolitikerezh war-lerc'h m’en deus miret Napoleon III e c’halloud, d’an 2 a viz kerzu 1851, ha kregiñ a reas neuze gant e oberenn Ar Renad Kozh hag an Dispac'h. Krediñ a rae ne oa ket an Dispac’h un torridigezh, met kentoc’h buanadur ur prosesus komañset e-kerzh ar Renad Kozh. En em soñjet eo war e bouezusted evit kenderc’hel arnevesadur ha kreizennadur ar gouarnamant Gall.